War leurenn sal Jean Moulin Banaleg / Sur la scène de la salle Jean Moulin de Bannalec

Disadorn 23 a viz Meurzh o deus ar skolajidi divyezhek eus 6vet F hag ar re opsion brezhoneg eus 6vet E kemeret perzh e tolpad Bro Gemperle ar C’han ar Bobl e Sal Jean Moulin, ba Banaleg.

Samedi 23 mars, les collégiens bilingues de 6e F et ceux d’option breton de 6e E ont participé à la rencontre du pays de Quimperlé du Kan ar Bobl à la salle Jean Moulin, à Bannalec.

Tolpadoù bro ar C’han ar Bobl (seitek ar bloaz-mañ) a vez dalc’het bep bloaz eus miz Genver betek penn-kentañ miz Ebrel da zibab ar ganerien wellañ eus pep bro eus Breizh istorel (da lâret eo Breizh melestradurel mui al Liger Atlantel) er c’han hengounel e brezhoneg e Breizh-Izel hag e gallaoueg e Breizh-Uhel da vont da goñkouriñ e fin miz Ebrel er gourfen e Pondi. Seizh strollad skolidi o deus kemeret perzh e tolpad Banaleg, hag a-drugarez da labour dispar Visant Porrot, o c’helenner sonerezh er skolaj, eo bet dibabet hor skolajidi eus Kervarker gant ar strollad barnerien er rummad skolajidi da vont da c’hourfen Pondi d’ar Sul 21 a viz Ebrel. Chom a ra dezho neuze ur miz da beurlipat o doare da ganañ o son da zañsal, un an-dro e anv « Kemenerien Pondi », da vezañ peurbrest da dalañ ouzh gwellañ strolladoù skolajidi all eus Breizh. Hetiñ a reomp berzh mat dezho ba Pondi !

Les rencontres de pays du Kan ar Bobl (dix-sept cette année) se tiennent chaque année du mois de janvier au début du mois d’avril pour sélectionner les meilleurs chanteurs de chaque pays de Bretagne historique (c’est-à-dire de Bretagne administrative plus la Loire Atlantique) en chant traditionnel en breton en Basse-Bretagne et en gallo en Haute-Bretagne, pour aller concourir fin avril à la finale de Pontivy. Sept groupes scolaires ont participé à la rencontre de Bannalec, et grâce au travail remarquable de Vincent Porrot, leur professeur de musique au collège, nos collégiens de la Villemarqué ont été sélectionnés par le jury dans la catégorie collégiens pour aller à la finale de Pontivy le dimanche 21 avril. Il leur reste donc un mois pour parfaire leur interprétation d’un chant à danser, un an-dro intitulé « Kemenerien Pondi », pour être fins prêts à affronter les autres meilleurs groupes de collégiens de Bretagne. Nous leur souhaitons le succès à Pontivy !

Voir en ligne : M’ho peus c’hoant da selaou anezho, klikit war al liamm-mañ ! Si vous voulez les écouter, cliquez sur ce lien !

IMG_4813 IMG_4818 Kan ar Bobl